Skorted ar savder, izeloc'h a 2 forc'had rizh eget savder keitat an hiniennoù kenoad, anezhi pe bihanded eus ar c'horf a-bezh, kengannus, korrgorfegezh, (sl. microsomatie), pe eus hanrannoù 'zo anezhañ hepken (sk. an ezelished, sl. micromélie), hep skorted vevedel, bredel pe revel (e kemm ouzh ar vugelvanegezh, sl. infantilisme) ; lakaet e vez an anvad korrded war lies azoniad, a ziforc'her dre un hogozenn : k. hennadek (Gl. n. essentiel), ma chom reol ken ar c'henfeur etre parzhioù ar c'horf, ken an arc'hwelioù bevedel ha bredel ; k. vezomelek (Gl. n. mésomélique), miwe treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus dre verrded ar rakvrec'h hag ar c'har, ha k. akromezomelek (Gl. n. acromésomélique), gant berrded an dorn hag an troad ouzhpenn ; k. diastrofek (Gl. n. diastrophique), treuzkaset ivez er mod aotozomek enkilek, naouus dre strafuilhoù ar c'hreskiñ, anat adal ar c'hanedigezh hag o tisoc'h gant ur gorrded ezelishedek muiek ha kammneuziadoù liesseurt, renket e-touez ar migornvideñvoù, (sl. chondro-dystrophie) ; k. kaenuslounezhel (Gl. n. corticosurrénal), devoudet er bugel gant ur gaenusvorc'hegezh emdarzh (sl. Cushing : maladie de ∼ ) pe mezegien (da heul diounit digerreizh kortikoidoù) ; k. gonadien (Gl. n. gonadique), e ser ar gaezouregezh kentrat, an hormonoù gourevel ha benevel o c'hevennañ ar c'hougorfenn hag oc'h astaliñ ar c'hresk ; k. c'hougorfennel (n. hypophysaire), diwar skorted ar somathormon, kevret alies gant ur vugelvanegezh diwar skorted ar gonadotropinoù, a-wechoù e dianlen ur yoc'henn er rannbarzh gouzerc'hvel-gougorfenn ; k. viksedematus (Gl. n. myxoedémateux), stadet e-kerz miksedem kentrat ar bugelvezh ; k. lounezhien (Gl. n. rénal), a-geñver gant ul lounezhfo henek a 'r bugelvezh, kevret alies gant arouezioù bugelvanegezh ; k. trankus (Gl. n. thanatophore), furm eizhañ ar migornvideñv, digembevus (sl. achondrogenèse, chondrodystro-phie) ; k. penn labous (Gl. nanisme à tête d'oiseau), korrded ganedigel, dianav e orin, naouus dre zilerc'h azvedigezh an eskern hag ezreolderioù neuziadurel e par ar c'hlopenn hag ar fas (dremm strizh, tal arblat, daoulagad bourbellek, fri balirek e stumm ur pigos, elgezh puket) ; k. gargoulek (Gl. nanisme à type de gargouille) (sl. Hurler : maladie pe syndrome de ∼ ).