Anaez hêrezhel aotozomek trec'hek, gant erzerc'haat daskenek, loet ar c'henenn anezhañ war ar c'hromozom 19, naouus war un dro gant doareoù ar viotoniezh ha doareoù ar c'hahernaouedoù : en eizhaennoù e teraou an isteñv kaherel hag hollekaat a ra gorrek tre ; stadañ a reer ouzhpenn se un azoniad mideñvel : ferennlug a-gaenenn, strafuilhoù enborc'hadel (skorted klidennel), pennsac'h, moalded kentrat, tizhad ar c'haher kalon (mire).