Tanijenn ar gwiad kaher ; k. askorneiat (Gl. m. ossifiante), azveradur ar gwiad kaher rizennek o tisoc'h gant paotidigezh ar fibroblast ha treweadoù askorn, e dianlen un daraez peurliesañ ; k. askorneiat argammedek (Gl. m. ossifiante progressive), anaez dibaot tre, dianav e arbenn, o teraouiñ er bugelvezh, naouus dre goeñvennoù liesel er c'higennoù rizennek, o tedreiñ ent argammedek etrezek an askorneiadezh hag o tisoc'h gant un arreudadur hollek eranvet “den maenekaet” ; k. ebarzhennek (Gl. m. à inclusions), oc'h anadiñ ent klinikel evel ur seurtad lieskaherfo kaenharzus, naouus ent wiadurel dre ar vezañs eus danvezenn amiloidel er gwiennoù kaher (sl. amyloïde : substance ∼, ossification, ossification).