Preder

Geriadur ar vezekniezh

myocloniemyoclonia, myoclonuskahergrid g.

Argrezadoù a-daol, andiarvenn, heñvel ouzh stroñsadoù un tredansak, o tarvezout ent arreat er c'higennoù rizennek, naouus da nervanaezioù (empennaouedoù diseurt, azoniad Lance-Adams, korea Bergeron, paramyo-clonus multiplex, h.a.) ; evit aozerion 'zo ez eo kenster krid ha kahergrid, endra amberz re all an termen kahergrid evit argrezadoù ur gigenn pe un hordenn gigenn, ha krid evit argrezadoù agedal ur stroll kigennoù, evel en droukfell (sl.  clonie, clonus, convulsion, myoclonie épileptique).

Kent War-lerc'h