Preder

Geriadur ar vezekniezh

myocardiopathie, cardiomyopathiemyocardiopathy, cardiomyopathykalongaherad g., kahernaoued g. kalon, kalongahernaoued g.

Anaez kentael grevus, familhel a-wechoù, ar c'haher kalon, a ziforc'her ar furmoù-mañ anezhañ : 1) ur furm usvollus (Gl.  forme dilatée, Sz.  congestive m., dilated m.), naouus dre vuiadur ec'honad ar galon gant frankadur he c'havennoù ha moanadur he speurioù, o tedreiñ etrezek ur skorted kalon bloc'hel hag andireadus ; 2) ur furm argrennus (Gl.  forme restrictive), dibaot, gant adiastol, a-geñver gant leiadur filusted ar c'hofigoù (amiloz) ; 3) ur furm usventus (Gl.  forme hypertrophique, Sz.  hypertrophic m.), gwech strewek, gant tevadur hollel speur ar c'hofig kleiz, gwech lec'hiek, kantet er gern pe dreist holl en dilhenn, oc'h amparañ neuze ar pevare furm : 4) furm stevius (Gl.  forme obstructive, Sz.  hypertrophic obstructive m.), naouus dre usvent muiek speur ar c'hofigoù, e par an dilhenn pergen, oc'h isvollañ ar gavenn da geñver ar sistol betek he dispartiañ e div gambr, ur gambr gernel uswaskek hag ur gambr is-trapig iswaskek ; eznaou e-pad pell, e teu erzerc'h dre ur c'hevenkez hag ur migorvez, hag ez echu dre un andizh trumm ; anezhañ un naoued a orin hilel ; 5) ur furm anvollus (Gl.  forme oblitérante), anavezetoc'h dre an anvad enkalonennfo Löffler (sl.  endocardite de Löffler).

Kent War-lerc'h