Anaez o tizhout ar vugale hag an oadourion, naouus ent neuziadurel dre uswe ar gwiad ruzparañ (mel eskern, avu, felc'h) hag un eritroblastoz muiek, ent klinikel dre un amwad grevus gant terzhienn didorrennek, avufelc'husvent, gwadliñvadoù hag un dedro d'an andizh en ur ober un pe zaou viz ; derc'hel a ra, er steudad ruz, al lec'h a zo d'al leukemiezh lemm er steudad wenn ; furmoù henek a zeskriver (elruz henek, Gl. myélose érythrémique chronique, érythroleucémie chronique) ma stader, ouzhpenn, ur gouikter, laurioù eskern hag un diwezh feudek dindan daou vloavezh.