1 Skleroz strewek lec'hiet er mel a-livenn. 2 Stad dedreiñ ar mielofibroz, naouus dre aloubidigezh mel an eskern gant hordennoù stirek hag ar steuzidigezh dioutañ a 'r c'helligoù gwadparañ, kevredet a-wechoù gant un douesadur a 'n askorn (osteoskleroz) ; furmoù anezhañ eo ar m. lemm pe yud pe mielofibroz lemm, leteñvel ouzh al leukemiezh lemm mieloblastek gant mielofibroz, hag ar m. lemm gant trewe mieloidel, seurtad felc'husvent mieloidel terzhiennek gant amwad ha bezañs mieloblast er gwad (sl. myélo-fibrose, ostéopétrose).