Kammneuziad o c'hoarvezout eus ur skarr en ahel adreñv al livenn dre ziouer soutadur ar poentoù askornaat war un pe lies mellenn, hag oc'h ogañ drezañ, e rezh ur yoc'henn, ar pilhon, a-wechoù ar mel hag ur c'hodellad liñvenn benn-kein ; ar furm eizhañ, ar melvizlid digor (spina bifida aperta), zo dezhi un erdebad grevus tre, dreist holl pa zec'han ur melpilhonogad (Gl. myélo-méningocèle) dibaot a wech kembezus gant ar bevañ ; paotoc'h ha kuñv eo ar melvizlid amguzh (spina bifida occulta), hep ogad, ma chom skarr al livenn goloet gant ar c'hroc'hen (sl. myélo-araphie).