Preder

Geriadur ar vezekniezh

myélite chronique interstitielle ◊ ◊ melfo

pe eskern velfo henek entremezelFurm eus ar mieloz angweüs, skleroz ar mel eskern, aloubet gant kelligoù histioidel, skoilhus ouzh paridigezh an hemati, ar granulokit hag ar pladanoù.

NOTENN : En un darn vras eus ar yezhoù hag e TA, e tave ar stirann -myel- war un dro d'ar mel a-livenn ha d'ar mel eskern. Daoust d'o evezh bras evit pourchas termenoù sklaer ha diforc'hell, en dro-mañ ne zeuas ket aozerion ar PNA hag an TA a-benn da emglevout evit diraez an disparti geriadurel. Hiziv, evel kant vloaz 'zo, da intent -myel- n'eus da amoug nemet ar boazioù arverañ hag ar c'hemperzh. Neoazh, evit diren amsteriegezh termenoù 'zo e kinnigan ouzhpennañ furmoù evel livennvelfo, eskernvelfo e-kichen melfo.

Kent War-lerc'h