Dermatoz henek, o tedreiñ direoliek, marvus bepred, naouus en e furm glasel (rizh Alibert-Bazin) dre un debron feuls, dispuilhadoù diseurt, eritematus pe ekzemavanek, neuze dre blakennoù likenvanek, ensilet, koagennek, gant debron, c'hwarrennoù, daralladur a 'r stad hollek hag, en dibenn, yoc'hennoù ruz-kel en ervez da angreizhañ ; dianav eo arbenn ar m. hag en arguz e van e natur : renket eo bet e-touez an hematodermaoù (ul limfosarkom gant limfokit T e ve) ha nesaet ouzh al leukemiezhoù, ar retikuloendoteliozoù ha, dreist holl, da azoniad Sezary (sl. lymphosarcome, Sézary : syndrome de ∼ ).