Rumm kleñvedoù devoudet gant ar mikobakteri (genad ar Mycobacterium) ha dreist holl gant ar mikobakteri “anrizhek”, eleze estreget bazhilli an dorzhellegezh hag al lovrezh, anezho tizhadoù ar benvegad analañ, heñvel ouzh an dorzhellegezh, hag ar c'hroc'hen (granulom al lennoù neuiñ, angreizh Buruli), ivez furmoù hollek gant terzhienn hag erzerc'hadoù er gwad, er c'hroc'hen, en avu hag er felc'h (sl. granulome des piscines).