Kleñved kiriek dezhañ viruz Coxsackie B, o reuziañ e Norzamerika hag e broezioù Norzeuropa, bet deskrivet evit ar wech kentañ en enezenn danat Bornholm ; goude un deroù trumm dre laurioù kriz e diaz ar brusk o skoilhañ an analañ, ez anad taolenn glinikel ur pore : terzhienn, klopennad, erwezh pilhonel, rouestlet alies gant erzerc'hadoù krezennskeventel, amgalonennfo, skouarnfo krenn, empennfo zoken ; dedreiñ a ra etrezek ar pare, a-wechoù goude un pe zaou adfeilh (sl. Bornholm : maladie de ∼ ).