Dic'halloud da gomz dre benn amziorren pe anaf ar c'hreizennoù nervel hag organoù al lavar teodel, kevret pe get gant kleverezh reol ar c'homzoù ; diforc'hiñ a reer : 1) muderezhioù ar vugale, daou zegouezh dezho : a) klevmuderezh ganedigel (sl. audimutité), anezhañ daou seurtad : α ) ar c'hlevmuderezh enluzañ, ar muderezh o vezañ e dalc'h un andenaoud klevout (sl. agnosie auditive, audimutité de compréhension) ; β ) ar c'hlevmuderezh ezluzañ, ar muderezh o vezañ dec'hanet gant mizigonoù (izilded loc'hadel) (sl. audimutité d'expression, 1 débilité, dyspraxie) ; b) bouzarmuderezh ar vugale (sl. surdimutité), hêrezhel pe dianlenat d'un daraez gwilioudel pe ur pore er mabanvezh (skouarnfo, pilhonfo, empennfo) ; 2) muderezhioù an oadourion, anezho an ankevaot, an ankomzoù ha, gant ar gozhiaded, ar seizioù hirvelel ha gaouhirvelel (sl. anarthie, aphasie, para-lysie bulbaire, paralysie pseudobulbaire, La-17 232-236).