1 Gwiad ar c'higennoù, o c'hoarvezout eus kelligoù hirvoan (kaherwiennoù pe miokit, sl. fibre musculaire), gronnet en ur goc'henn (sl. sarcolemme), kaherwianoù (sl. myofibrilles) en o c'hitoplasm, hemañ graet ivez sarkoplasm (sl. sarcoplasme) anezhañ ; perzh pennañ ar c'haher eo e argrezusted (sl. contractilité). 2 Organ amparet gant gwiad kaherel, a ziforc'her daou rumm anezhañ : a) ar c'higennoù levn (Gl. muscles lisses), kigennoù ar struzhelezh, amparet gant kaherwiennoù levn, bezant er flugez hag e speur ar c'hanolioù ; b) ar c'higennoù rizennek (Gl. muscles striés), gwiennoù rizennek ouzh o ober, anezho ar c'higennoù atelel (Gl. muscles squelettiques), kigennoù ar c'hemoned, hag ar c'haher kalon (Gl. myo-carde) (sl. ivez an termenoù o teraouiñ dre léio-, mya-, myo-, rhabdo-).