Globulin eus ar plasma dezhañ ar perzh kediañ ent spesadel ouzh danvezennoù estren dileizhet er gwadveiz pe bezant er c'helligoù a anver antigenoù ; enaozet e vez an antikorfoù gant ar plasmokit hag al leukokit B da heul keraez ar bevedeg gant antigenoù ; naouaat a reont ar re-mañ hag o ezniñvañ dre o dazgludañ (aglutininoù), dre o dispenn pe o dileizhañ pa vez anezho elfennoù luniek (hemolizinoù, kitotoksinoù), dre o neptuiñ pa vez anezho viruzoù (antikorfoù neptuiñ) pe toksinoù (antitoksinoù) pe dre o gouelediñ pa vez anezho albuminvaneier (prekipitinoù) ; hervez orin an antigen raklen e lakaer kemm etre an antikorfoù allspesadien (allspesadantikorfoù), an antikorfoù unspesadien (unspesadantikorfoù), an unanantikorfoù (a vez an antigen parzhiat er bevedeg end-eeun), an antikorfoù bonan (bezant er gwadveiz kuit a antigen raklen).