Preder

Geriadur ar vezekniezh

mucoviscidose, mucoviscosemucoviscidosis cystic fibrosismukoviskidoz g.

Anaez hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek ; ar c'henenn giriek, loet war ar c'hromozom 7 hag erzerc'haet gant epiteliennoù 'zo, a voneg ur protein lavaret CFTR (cystic fibrosis transmembrane conductance regulator) o reoliñ treizh ar c'hlor a-dreuz koc'henn ar c'helligoù ; darallet e vez arc'hwel an iongan klor gant un dargenad eus genenn ar m. (anataet ez eus bet ouzhpenn 1000 dargenad eus an kez genenn) ; a-zianlen e teu gant ar glaourgennoù borc'hadennoù puilh, gludek kenan, enno un usvec'h glikoprotein, ha gant al levrgennoù liñvennoù klor- ha natriomusvec'hiek ; an hini paotañ eo eus kleñvedoù hilel ar vugale (1 degouezh dre 2 000 ganedigezh) ; liesstumm eo ha tizhout a ra dreist holl an ilgreiz ezvorc'hat (fibroz kistek pe kleñved fibrokistel an ilgreiz) ha gwagrennoù epitelienn ar bronkez ; ent klinikel ez erzerc'h gant an nevezc'haned dre un antreizh pervez marvus (stoc'had mekoniel, sl.  iléus), pe dre strafuilhoù koazhadel da heul skorted an ilgreiz : darc'hoal henek puilh ha druzoulek gant gloen, fibroz an avu ha dilerc'h ar c'hreskiñ, pe alies dre ur poreadur skevent lemm pe henek seul c'hrevusoc'h ma 'z eo yaouankoc'h ar bugel ; e-kichen ar furmoù a zedro marvus herrek e revez furmoù o tedreiñ war hir amzer ; abaoe 2002 e Frañs e rener ent reizhiadek diournadur ar mukoviskidoz war an nevezc'hanidi (dezventerezh an tripsin hangaezazgweredel er gwad).

Kent War-lerc'h