Alouberezh ar bevedeg gant foue eus ar c'herentiad Phycomycetes : Mucor, Absidia, Rhizopus, o tarvezout gant an diabeteion en akidoketoz ha gant an hangaeastaleion ; adal kavenn ar fri, o lec'h boas da enteiñ, e treled ar foue d'ar c'hevioù, d'ar poull lagad, d'an empenn hag alies d'ar flugez all (skevent) ; en dedro boasañ emañ an trombozioù aloubus, ar c'homa hag ar marv dindan un nebeut devezhioù.