Preder

Geriadur ar vezekniezh

motilitémotility1 loc'hadegezh b. 2 fiñval, fiñverezh g., fiñvadegezh b.3 andeadezh b.

1 An dilec'hiadurioù dec'hanet gant argrezañ ar c'higennoù, pe loc'hadoù, sk. :  loc'hadegezh ar pervez eo an amdonnegezh ; loc'hadegezh kevelat a reer eus argrezadur ar c'higennoù amezek da gigennoù seizet. 2 Al loc'hadoù evel lankadoù arc'hwelel, eleze evel fiñvadoù. 3 Gant ar bevion unkelligel pe nemeurgelligel, perzh da zilec'hiañ ent emdarzh pe dre erwezh ouzh ur gentrigenn ; a-gevenep d'an andeadezh emañ an ansezadezh (Gl.  sessilité) : ar bevion ansezat pe ansezaded (Gl.  sessiles) ne zilec'hiont ket, festet ma vezont ouzh ur seulad.

NOTENN : Neuennus eo arver an tri zermen mobilité, motilité, motricité ; er Vezekniezh, gant aozerion 'zo e vez lakaet da genster motilité ha mobilité, gant re all motilité ha motricité.

Kent War-lerc'h