Bezañs gant un hinienn eus div pe lies gread kelligoù kevarall da heul ur wariadenn darvezet pe e lankadoù kentañ ar mitoz goude ar frouezhigiñ, pe e-kerz ar frouezhigiñ dre ziginiezh pe diandriezh (sl. chimère) ; m. antigenel (Gl. m. antigénique), kenvezañs div c'hread kelligoù gant pep a aveadur antigenel o tont eus gametoù kevarall ; m. kromozomel (Gl. m. chromoso-mique), kenvezañs div pe lies gread kelligoù gant pep a gariotip (da skouer 45 XO 46 XY) — ar ster-mañ diwezhañ a roer d'ar pennanv mozaik p'en arverer hep hogozenn (sl. sexe nucléaire par aberration chromosomique).