Preder

Geriadur ar vezekniezh

mort violenteviolent deathmarv arialek

Andizh darvezet e disoc'h ur blegenn feuls ; hervez an amveziadoù e tiforc'her : a) ar m. a. dre emlazh (Gl.  m. v. suicidaire), b) ar m. a. darvoudel (m. v. accidentelle) pa na vez den kiriek dezhañ, c) ar m. a. felladennel (Gl.  m. v. délictuelle), dre zenlazh andevred (darvoud an hentred da skouer), d) ar m. a. koulel (Gl.  m. v. criminelle), o tisoc'h eus taolioù ha gloazioù azevred hep mennad da lazhañ, pe eus un denlazh devredet gant pe hep rakpoellad (sl.  obstacle médicolégal au permis d'inhumer).

Kent War-lerc'h