Preder

Geriadur ar vezekniezh

mortdeathmarv g.

Astal diwezhel holl arc'hwelioù ar beved ; ar re-mañ avat ne baouezont ket holl war un dro en holl wiadoù hag en holl organoù ; a-henvoaz e tisklerier ez eo marv un den adal ma stader gantañ steuz ar genskiant, ar fiñval, an eraeziñ hag an erwezhiañ ouzh nep fraouaat, arsav an amredañ hag an analañ hag ur mabusvoll padek ; gant treuzplanterezh an organoù avat hag ar ret merkañ ent lezennel ar pred ma erlamer an imboudenn, e voe ranket sevel un despizadenn resisoc'h ; a-unan e voe mezeion, lezennourion ha teologourion evit kevazañv ez eus un heveleb eus marv an empenn ha marv an den ; despizet eo marv an empenn evel ar paouez hollel ha diwezhel eus holl arc'hwelioù an empenn (en o zouez re ar c'hef empenn) ; ent embregel e vez haeret marv an empenn pa ziraez ar gouziviad stad an trac'homa (Gl.  coma dépassé) pe koma andizhek, testet pe gant un empennvarrwezad plat e-doug 30 munud ha gwezhiet un eil gwech 4 eurvezh goude, pe gant ur gwazhiedluniñ oc'h anataat paouez amred ar gwad en empenn (sl.  coma dépassé).

Kent War-lerc'h