A-zivout gevelled wirion, eleze o tont eus rannadur ezreol an un vi (sl. jumeaux) ; kemm a lakaer etre a) u. unkorion, unamnion (Gl. m. mono-chorionique ha monoamniotique), an daou c'hevell o vezañ loet e-barzh an un amnion ; b) u. daougorion pe daouamnion (Gl. m. dichorionique pe diamniotique), ar vi o vezañ emrannet abred, e deiz ar frouezhigiñ, ez a an daou rannvi da englenañ diwar-bouez div dorzhienn distag, dezho pep a gorion ha pep a amnion ; c) u. allgraoñellel (Gl. m. hétérocaryote), pa vez kemmoù etre glad hilel an daou c'hevell, evito da vezañ unviel.