Anaez diwar ur gouskoevad kromozomel naouus dre ezvezañs unan eus kromozomoù ur re, an holl reoù all o vezañ reol ; ezreolder o tarvezout pe war ur gonozom (sl. Turner : syndrome de ∼ ) pe war un aotozom (sl. caryotype) ; m. darnel (Gl. m. partielle) a reer eus dilead brec'h ur c'hromozom (sl. délétion), sk : kleñved garm ar c'hazh (Gl. maladie du cri du chat), teskad kammneuziadoù kreudel ha bredel ageñver gant dilead brec'h verr ar c'hromozom 5.