Anaez terzhiennek o tizhout an dud yaouank, e azonoù pennañ (oc'h anadiñ goude ur gounervezh etre 4 ha 7 devezh) o vezañ ur gorank, angreizhek a-wechoù, ul liesc'hwarrenn, ur felc'husvent, hag ur gwennrestrad rizhek : usriñv leiek al leukokit gant ur feur uhel mononuklear bazennlen (limfokit T a yelo da zispenn al limfokit B poreet gant ar viruz, sl. cellules immuno-compétentes) hag un dazgwered Paul-Bunnel-Davidson yaek ; dedreiñ a ra d'ar pare dindan un nebeut devezhioù o lezel un hangae padek war e lerc'h ; arbenn ar c'hleñved eo viruz Epstein-Barr, eus kerentiad an Herpesviridae.