Leukokit eus an ac'hadoù limfokitel ha monokitel, bet roet dezho hevelep anvad evit o c'hevenebiñ ouzh an ac'had bet anvet “polinuklear” (polynucléaires) (sl. granulocytes) ; tri seurtad zo anezho : al limfokit (sl. lymphocytes), ar mononuklear krenn (Gl. moyens monocytes), dezho etre 10 ha 15 mm treuzkiz, ar mononuklear bras pe monokit (sl. monocytes) ; mononuklear bras glazik (Gl. grands monocytes bleutés) a reer eus limfokit dedroet, a vent vras, a stader en azoniadoù mononukleozel.