1 Feur ar monokit er gwad (ent vonan e tro 500 dre mm³). 2 Reñver monokit er gwad, pa sav o feur dreist 1 500 dre mm³ pe 12 % eus al leukokit ; stadet berrbad da geñver an holl gleñvedoù lemm (peurgetket an tifoid, an enkalonennfo poreel, an terzhiennoù dispuilhadek) hag un nebeut anaezioù henek (ar baludegezh, an derzhienn arreadek, furmoù 'zo a leukemiezh) (sl. mononucléose infectieuse).