Anvet ivez mononuklear bras (Gl. grands mononucléaires), ar re vrasañ eus al leukokit (12 da 25 µm treuzkiz), dezho ur graoñell favennek hag ur protoplasm karget gant greunennadoù munut azurlen ; evodet er mel eskern diouzh ar monoblast hag ar promonokit, e tremenont dre ar gwad, ma 'z eont d'ober ent reol etre 4 ha 10 % eus al leukokit, hag alese d'ar gwiadoù ma troont e makrofag a 'r reizhiad retikuloendotelel ha, dreist holl, a 'r reizhiad fagokit mononuklear (Gl. phagocytes mononucléés, Sz. mononuclear phago- cytes).