Teskad an erzerc'hadoù dec'hanet gant un odead (gloazad, gwadliñv enmelel, argrad) e stiradoù a-livenn ar mel, anezho un treuz- pe ur pevarseizi gwak, klok, kevret gant anadennoù bleuzel o tarvezout trumm, steuz an damougoù a-stirenn, aneraez klok, strafuilhoù ar c'helc'hstrishaerioù ha disleberadur an deñvegezh ; mar dreistbev ar gouziviad, dindan un nebeut sizhunioù e tinod an dargrezañ hag an damougoù a emgefren melel ; e tro un argrad, alies e tedro buan war well an daolenn glinikel.