1 Korrgresker optikel, benveg optik oc'h araezañ gwelout ergorennoù anverzhadus d'ar sell diglav dre bourchas ur skeudenn vrasaet anezho diwar-bouez ur stellad ferennoù, e varr muiaat (Gl. pouvoir de grossissement) o vont betek 1 500 gwech, gant un og (pe barr diarunusted, Gl. pouvoir de résolution) 0,2 mm. 2 Korrgresker elektronek, o korvoiñ hordennoù elektron gouskoget a-dreuz gwarellvaezioù, lies rizh anezhañ : ar k. e. dre c'hwilerviñ (Gl. m. électronique à balayage), dezhañ un og a ya betek 3 nm, ar k. e. dre dreuzkas (Gl. m. é. à transmission), o tiraez un og par d'ar pellder etre div atomenn (0,2 nm).