Preder

Geriadur ar vezekniezh

β-2 microglobulineβ-2 microglobulinβ-2 mikroglobulin g.

Protein a dolz mol izel nes e luniad da hini an immunoglobulinoù G ; digorvell polipeptidek skañv, paret gant ar reizhiad limfoidel dreist holl, bezant war goc'henn hogos an holl gelligoù, war un dro gant antigenoù HLA ar c'hlas I ; evel ar re-mañ e kendaolfe da naouaat hevelepted ar c'helligoù ha da wareziñ unevded an hinienn (sl. La-18 318-322) ; ent reol ez eo e wadvec'h etre 1 ha 2,4 mg/l ; uhelaet a-galz e vez ar feur anezhañ e-kerz ar c'hleñvedoù unanhangaeel, al limfomoù hag ar poreadur dre ar VIHAD ; an diaraoger eo da zanvezenn amiloidel ar skorteion lounezh.

Kent War-lerc'h