Bihanded ar c'hlopenn, dezhi lies furm arbennel : 1) ar c'hlopennisvoll (sl. craniosténose), 2) aneroubar an empenn (korrglopennegezh dre gorrem-pennegezh, Gl. micro-encéphalie), naouus dre ur c'hlopenn bihanoc'h met heneuz, e dargemm ouzh ur fas a vent reol, ha dre un dilerc'h bred muiek, hep strafuilh lagadel nag uswask enklopennel, ezreolder a zo pe 2a) kentael, hêrezhel gant treuzkas er mod enkilek (diodezh korrglopennek familhel, Gl. idiotie microcéphalique familiale), pe 2b) eilvedel d'ur rizhellnaoued (sl. embryopathie).