Preder

Geriadur ar vezekniezh

microbiomemicrobiomegarvevvod g.

Lec'h eus ar bevedeg ma trig ur gumuniezh garvevion a lies spesad, ambredet e diarsell an darempredoù arc'hwelel kenetrezo hag etrezo hag an organoù ma vevont (pervez, kroc'hen, gouin) (sl.  flore intestinale, microbiologie, microbiote, La-09 156 hh.).

NOTENN : Emaomp amañ en un domani ma taremoug an diarselloù bevoniel, trevoniel hag alvezoniel (fizikel-kimiek), alese al lies anvad roet d'ar c'humuniezhoù garvevion. Diouzh savboent ar Vevoniezh (hag ar Vezekniezh), e reer anv eus garvevgorzh (Gl.  microbiote ; anvad kent : Br.  garveveg, Gl.  flore), en ur stiañ war an organoù ma trig ar garvevion. Diouzh savboent ar Drevoniezh, e komzer eus garvevgant(ad) (Gl.  microbiocénose), en ur sellout ouzh saviad ar garvevion en natur a-bezh gant preder an trevreizhiadoù (Gl.  écosystèmes). Diouzh savboent an Alvezoniezh e pleder gant ar garvevvaoù (Gl.  microbiotopes), eleze an amvaoù fizikel-kimiek ma trig ar garvevion.

Kent War-lerc'h