Hentenn studiañ borc'herezh an hormon kaenwezher (ACTH) gant ar rakgougorfenn ; gant ar m. e vez heudet, er gaenuslounezhenn, enaoz ar c'hortizol (pe hidrokortizon), dre se, ent reol, lakaet ar c'hougorfenn da vorc'hañ ur reñver ACTH ha, da heul, ar gaenuslounezhenn da zanzen ur reñver kenaozad S Reichstein, diaraoger ar c'hortizol ; dre zezventañ hemañ en troazh, e stader pe un dreistreñver anezhañ gant gouziviaded kleñved Cushing, pe, en eneb, reñver ebet pa vez skorted kentael ar gaenusloun-ezhenn pe skorted ar rakgougorfenn (sl. antéhypophyse, corticotrope : hor-mone ∼, corticosurrénal : hormones —es, Cushing : maladie de , corticosurrénal : hormones —es, Cushing : maladie de ∼ ).