Feur reñverek methemoglobin e-barzh an hemati en ervez da zec'han azonoù an angwent dre wadisvec'h oksigen : dulaz doues ar c'hroc'hen hag ar glaourgennoù hep elruz, enkrez, trec'hwezh argrenn ; kemm a lakaer etre : ar g. arzeuat, micherel peurvuiañ (dre zewentañ deveradoù nitret pe kloronitret ar c'harbidennoù benzenek, anilin, nitratoù) ; ur g. ganedigel, treuzkaset er mod trec'hek.