Tizhad eilvedel o tisoc'h eus treled dedaoladoù un anaf kentañ (ar gentsez, Gl. foyer primitif), o lenañ e lec'hioù all eus ar bevedeg, hag o tec'han anafoù a un furm gant hini ar gentsez ; bez' e vez dassezioù a bep natur : garvevel, arvevadel, hanweel ; er prezeg mezegel boutin avat e talvez an termen dassez hogos bepred da aroueziñ eil lec'hiadur ur yoc'henn yud da heul emdizh kelligoù kankrek dre hent ar gwazhied gwad pe limf ; un dedro grevus eo dinod an dassezioù, hag int kentrat pe diwezhat, diskulius d'an deznaou a-wechoù, pa 'z int an arouez eus strewadur ar c'hankr, a-nes, rannbarzhel (e-barzh gwerblennoù an amdiriad), pe a-bell (er flugez, en eskern, h.a.) ; diwar an epiteliomoù dreist holl e c'hoarvez an dassezioù gwerblennel pa dreledont dre al limfforzhioù, endra dreled ar sarkomoù dre hent ar gwad peurliesañ ; e dalc'h lec'hiadur ar gentsez ivez e vez hini an dassez : diwar gankr ar raksavenn da skouer e vez peurliesañ dassezioù en eskern, diwar gankr ar c'holon dassezioù en avu, diwar gankr ar stomok gant ar merc'hed dassezioù er vierez.