Dasparzh kentael an arc'hlivenn (sl. chorde) hag ar gwiadoù etre hanrannoù o tisoc'h eus arreadur an un goustur luniadel anvet metamer (Gl. métamère), amparet, en holl vellkeineged, gant un daoudañv somitoù (sl. somites), un daoudañv eginennoù kangrenn (nemet er penn) ; ne drebad hevelep metamerekaat (Gl. métamérisation) nemet gant ar mellkeineged uhelañ ha diwarnañ e tiwan ar mellennoù.