Daskemmañ leiapad (peurliesañ dre verraat) ; dazleiapadiñ isurzhiañ (Gl. métachronose de subordination) a reer eus argemmañ leiapad ar strelloù nervel dindan wered kreizennoù nervel uheloc'h ; anadenn houmañ a rofe da gompren an trec'haolerezh a zaskemmfe dizehan treug an nervlanv etre an neuronennoù da geñver kenurzhierezh ar fiñvoù.