Yoc'henn guñv pe yud evodet diouzh ar c'helligoù o pallennañ ar levrgennoù (krezoù, ampelenn, amgalonenn) ; m. krezennel (Gl. m. pleural) , endoteliom krezennel pe pleurom a reer eus ur c'hankr kentael a 'r c'hrezoù evodet diouzh an endotelienn grezennel (pe mezotelienn), anaez dibaot naouus ent klinikel dre ur fennad gwadliñvel adfeilhus ha laurus tre hag alies dre aloubidigezh an amgalonenn hag an ampelenn, o tedreiñ d'ar marv a-benn un nebeut mizioù ; dre al luc'hengweliñ e stader war c'horre ar c'hrezoù torosennoù flamboezvanek (Gl. mamelons framboisiformes) dezverkus d'ar mezoteliom.