Preder

Geriadur ar vezekniezh

mésoprosopemesoprosopic1 etrefasek aa. 2 faskehedek aa.

A-zivout un den a zo ken ledan ha ken uhel he fas : 1 keal denoniel, 2 keal mezegel.

NOTENN : Anv zo amañ eus mentoù keñverek parzhioù ar c'horf e diarsell an Denoniezh hag ar Vezekniezh ; notomp ne laka ar yezh etrevroadel kemm ebet etre an div ziskiblezh : Et.  brachy- berroc'h eget keitat, dolicho- hiroc'h eget keitat, meso- etreat etre brachy- ha dolicho- (sk. : Gl.  brachycéphalie, dolichocéphalie, mésocéphalie) ; kinnig a ran sevel pep a rumm termenoù evit an div ziskiblezh : 1) gant ar rakgerioù Br.  krenn-, hir-, etre- en termenoù Denoniezh (sk. :   krennbennegezh, hirbennegezh, etrebennegezh), 2) gant an destieroù (-)ished, (-)ushed, ()kehed en termenoù Mezekniezh (sk. :  ished klopenn pe klopennished, ushed klopenn pe klopennushed, kehed klopenn pe klopenngehed) (sl.  brachycéphalie, dolichocéphalie).

Kent War-lerc'h