Preder

Geriadur ar vezekniezh

mésencéphalo-sous-thalamiques : syndromes ∼ ◊ ◊ azoniadoù krennempennisderc'hvel

Azoniadoù diwar dizhad ar c'hrennempenn hag ar c'hreizennoù nervel isderc'hvel, anezho a-eiltu d'an anaf : ul ledazoniad ilpennel, ul ledazoniad ampikernennek hag, a-wechoù, ul ledaneraez, ul ledseizi, ur migevaot hag azonoù lagadel (talvoudus evit delec'hiañ an anaf).

NOTENN : Amgewer eo an termenoù Gl.  hémiplégie cérébelleuse, Sz.  cerebellar hemiplegia, rak endra gaver ar ster "seizi" gant an holl arverioù all eus Gl.  plégie, Sz.  -plegia ez eus amañ anv eus divigoù lodek an holl anezho en azoniad ilpennel : treuzkorzhad, ledankedal, miaen, andasfiñv, h.a ; dre ober gant Br.  ledazoniad ilpennel e heulian an aozerion c'hallek, bihanniverek evit c'hoazh, a ginnig erlec'hiañ hémisyndrome cérébelleux ouzh hémiplégie céré-belleuse (sl.  syndrome cérébelleux).

Kent War-lerc'h