Preder

Geriadur ar vezekniezh

mercuremercurybevargant g.

Elfenn gimiek a niverenn atom 80, arouez Hg ; metal liñvel er gwrezverkoù ordinal ; kemmesket gant metaloù all ez a d'ober amalgamoù, reoù anezho (dre ar staen pe an argant) o talvout da simant en Dentouriezh (sl.  ciment dentaire) ; diwarnañ e teu, dre gediañ, 1) an halioù bevargantus (dre Hg + ), ampistriek, evel ar c'halomel Hg₂Cl₂, a voe danvezet pell amzer evel lia spurjus, bestlec'holus hag enepsifilizek, 2) an halioù bevargantek (dre Hg₂ + ), pistriek kenan, evel ar sec'hdarzhad dasskrign H gCl₂ ; tanavet tre, en o arverer evel dilesterioù galloudus, da skouer an oksikianidenn vevargant pe ar ® mercurochrome ; danvezet e vez bepred an oksidennoù bevargant el Lagadouriezh ; ar pistriadur bevargantel lemm a zevoud ul lounezhad pibellentremezel, ar pistriadur henek strafuilhoù nervel, koazhadel ha kroc'henel (sl.  hydrargyrisme, stomatite).

Kent War-lerc'h