Preder

Geriadur ar vezekniezh

menstruel : cycle ∼menstrual cyclekor g. miziaouel

Kemalad trovezhiek anadennoù bevedourel (hormonel, gwiadel) piaouel d'ar vaouez adalek ar gaezouregezh betek ar paouez mizioù e-maez ar prantadoù bec'hiegi, angorzhet gantañ ar rakgougorfenn, ar vierezioù, an enkrozhenn, gwagrennoù gouzoug ar grozh hag ar gouin ; tri lankad a ya d'ober ar c'hor miziaouel : 1) al lankad follikulinel pe neradel, adalek fin ar mizioù betek ar vic'hadiñ, ma tec'han ar gonadostimulin A azvidigezh bolc'henn De Graaf, neridigezh kelligoù an enkrozhenn ha muiadur ar borc'hañ estradiol, 2) al lankad follikuloluteinel pe ragenneizhiadel, betek distro ar mizioù pe deroù ar vec'hiegi, ma c'hoarvez, dindan delanvad ar gonadostimulin B, ar vic'hadiñ ha parañ ar c'horf melen, treuzfurmiñ rakvec'hiegel an enkrozhenn ha borc'hañ kevret estradiol ha progesteron, 3) ma ne vez ket frouezhiget ar vi, al lankad mizliñvel, ar mizioù (sl.  anoestrus, follicule de De Graaf, gonado-stimuline, nidation, oestral : cycle , oestradiol, progestérone, oestradiol, progestérone).

Kent War-lerc'h