Anadenn vonan gant ar vaouez en he hoal ganadel hag anvec'hiek, lodek en arc'hwel gouennañ, anezhi ar c'houezh diouzh ar grozh eus gwelead gorre an enkrozhenn hag ur beradur gwad o c'hoarvezout reoliek (dre ur c'hor a 25 da 31 deiz) hag o padout etre 4 ha 5 devezh ; astalet eo ar m. e-doug ar vrazezded ha peurliesañ al laezhparañ.