Kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod enkilek revereet, oc'h anadiñ gant ar vabaned gourev hag ouzh o c'has d'ar marv a-raok o zrede bloaz, naouus, ent klinikel, dre un arvez dibarek eus ar blev (rouez, islivegat, gweet war o ahel), dre dizhadoù an empenn hag an ilpenn (istant, kahergridoù, morgoñv, dilerc'h bred don), dre an dallentez, ezreolderioù ar gwazhied (kildroennek, darvollek, gwadliñvek) hag an eskern, ent vevoniel, dre wadisvec'h ar c'houevr hag ar c'heruloplasmin (glikoprotein dezouger ar c'houevr).