Preder

Geriadur ar vezekniezh

ménisque, TA meniscusmeniscuskreskenn b.

Furmadur stirvigornek enarzel ar glin, dezhañ stumm ul loarbrim, tric'hornek e skej, englenet e drobarzh ouzh ar pourc'had, e arc'hwel kefleuniañ ar c'heñver etre daou dalbenn kenvellañ amgenglot hag, e kenwered gant ar stagelloù, arzerc'hel stabilded ar c'henvell.

NOTENN : Gant aozerion 'zo e veze arveret La.  meniscus evel anvad hollek ar furmadurioù stirvigornek bezant er c'henvelloù ; gant an destladur TA e reer meniscus lateralis ha meniscus medialis (articulationis genus) eus kreskennoù ar glin hep mui, ha discus eus furmadurioù stirvigornek un niver kenvelloù ma arvered meniscus diagent : discus articularis articulationis acromioclavicula-ris, d. a. a. radioulnaris distalis… ha discus intervertebralis (boaziet endeo, evit d'an adanv Gl.Sz.  meniscal bezañ bet arveret a-wechoù en e geñver).

Kent War-lerc'h