Preder

Geriadur ar vezekniezh

Ménière : maladie ou syndrome de ∼Ménière's diseasekleñved pe azoniad Ménière

Gwaskadoù trumm trolern kevret gant boudinell ha bouzarded, o padout etre un nebeut eilennoù ha lies devezh, oc'h ameniñ e-doug entremezioù hir pe hiroc'h ; hervez an arbenn e tiforc'her : a) an trolern-nervost (Gl.  vertige-névralgie), arzodet da uswask liñvenn ar milendall (endourennfoeñv o tardennañ ar milendall lienennek) ; b) an trolern-nervennfo (Gl.  vertige-névrite), kevredet gant ur pilhonnervennfo, o tec'han ur vouzarded argreskus andireadus ; c) an trolern kefel (Gl.  vertige tronculaire), e dianlen ur yoc'henn a 'r c'hogn pont-ilpenn (sl.  angle : syndrome de l' ) pe ur c'hevnidegennfo, kevret gant strafuilhoù nervel, gant bouzarded orc'hadek ha kouezhioù hep steuz ar genskiant.

Kent War-lerc'h