Preder

Geriadur ar vezekniezh

Mendel : loi de ∼Mendel's Lawssavelennoù l. (b.) Mendel

Savelennoù diazez an Hiloniezh evit a sell treuzkas an doareennoù hêrezhel : 1) savelenn an hanbarzhañ (Gl.  loi de pureté des gamètes, Sz.  law of segre-gation) : da geñver argerzh ar gouennañ, ne vez ket mesket an doareennoù ; 2) savelenn an drec'hegezh (Gl.  loi de dominance, Sz.  law of independant assortment) : pa zoug an daou c'houenner pep a zoareenn gevarall ha pa zoug an holl c'houennidi unan eus an div zoareenn hepken, e reer eus houmañ un doareenn drec'hek (Gl.  caractère dominant) hag eus eben un doareenn enkilek (Gl.  caractère récessif) (sl.  dominance, dominant, réces-sif, récessivité).

Kent War-lerc'h