(Gwreskanv diwar Sz. Mitochondrial myopathy, Encephalopathy, Lactic Aci-dosis and Stroke-like episodes, [ kaherad mitokondriel, empennaoued, akidoz laktek ha resmiadoù orc'hadvanek]) Seurtad empennaoued mitokondriel oc'h erzerc'hañ er vugeliezh dre zarvoudoù nervgwazhiedel trumm hag adfeilhus (ledc'houseizi, ledangwel), c'hweladoù, droukfell, envedi ha dedro d'ar marv dindan un nebeut bloavezhioù ; a-gevret ez eus un akidoz laktek hag ezreolderioù mitokondriel.