Preder

Geriadur ar vezekniezh

mélanodermiemelanodermamelanoderma g.

Livrezh teñval ar c'hroc'hen diwar ensiladur paoterek ul livegenn, ar melanin peurliesañ, e gwelead don an epiderm (sl.  mélanisme) ; melanoderma ar gantreerion (Gl.  mélanodermie des vagabonds) a reer eus stad kroc'hen hiniennoù erialet gant al laou, anezhi, war barzhioù krec'h ar c'horf pergen, ul livegad a neuz brikailhet dre an ekzematekaat hag al likenekaat, rizennoù skrabañ ha kleizennoù lingroc'henfo teñval pe dislivet.

Kent War-lerc'h