Preder

Geriadur ar vezekniezh

mélancoliemelancholy, melancholiamelankoliezh b.

Gouvid oc'h amparañ prantad isnoael ar psikoz daouvleinek, naouus dre ul laur askre grizias, un heudadur bredloc'hadel, kantaezadoù dic'hoanag, ambrenoù a gablusted, a andellid, a zaonedigezh, a emgasoni ; parennoù hêrezhel a lakaer war wel ent stadegel evit da wikefreoù hilel ar c'hleñved menel andigej evit c'hoazh ; un trummad eo ar gwaskad melankoliezh ha, da barraat ouzh ar riskl emlazh, e ranker alies arloañ ur steudad tredangridañ war un dro gant sankadurioù enepgouvideier, ar remañ o vezañ diounezet da c'houde dre ar genoù e-doug mizvezhioù ; ur furm all a velankoliezh eo ar gouvid atreiñ o tarvezout goude an oad a 50 vloaz (sl. antidépresseur, cyclothymie, délire, dépression, dépression d'involution, douleur morale, électrochoc, humeur 2, hypothymie1, inhibition, manie).

Kent War-lerc'h